en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar d'al Lun 30 a viz Meurzh 2026

Keleier ar vro d'ar d'al Lun 30 a viz Meurzh 2026

Kinniget e oa bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Devezhioù an Douar

Disadorn e oa bet dalc’het ur vanifestadeg e Roazhon e kenskoazell gant Palestina. 2500 a dud o deus dibunet da vare « devezhioù an douar ». 50 vloaz zo, d’an 30 a viz Meurzh 1976 e oa bet moustret harz labour pobl palestina a stourme a enep diberc’hennañ 5000 devezh arat a zouaroù gant stad Israel. 6 palestinian a oa bet lazhet gant an nerzhioù ac’hubiñ israelian, kantadoù a dud a oa bet gloazet pe toullbac’het. Tud deus Breizh a-bezh a oa deuet da Roazhon e koun an devezh-se hag evit souten ar balestinianed, en o mesk Guillaume Bricaud stourmer an tu Kleiz Dizalc’hour War-sav

Festival Nos Futurs

Ar festival Nos Futurs oa bet dalc’het er maezioù frank e Roazhon e-pad an dibenn sizhun. Aozet e vez abaoe pemp bloaz ar festival gant liseidi ha studierien. Sujedoù ar prezegennoù hag an tabutoù a vez dibabet gant ar re yaouank evit prederiañ war dazont ar yaouankiz pe vije war dachenn an ekologiezh, ar garantez pe ar justis sokial. Kim zo kelennerez war ar buheziñ sokio-sevenadurel e Askoria, skol al labour sokial e Roazhon. Aet e oa da Nos Futures gant he studierien...

Ha da glevet ivez er c'heleier :

  • 3 c'hazetenner.ez a zo bet lazhet e Liban gant an arme israelian

  • 8 milion a dud o doa manifestet a-enep da Zonald Trump er Stadoù-Unanet

  • Ur gwalldaol a oa bet aozet e Pariz a-enep d'ar Bank of Amerika disadorn

  • Barnet e vo ar skipper Kevin Escoffier hiziv en Oriant evit tagadennoù seksel

  • Klevet 'vo Mael de Calan gant al lez-varn kastiz hiziv ivez e Brest, 'blam d'e bolitikerezh war an RSA

  • Emañ ar c'hannad Paul Molac en soñj krouiñ ur strolald politikel nevez, "Faisons Bretagne"

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio